• Une deux trois...comptines en breton

     

    Vos enfants apprennent des comptines à l'école.
    En voici quelques-unes apprises dans la classe bilingue d'Elisabeth. 
    Chantez-les avec votre enfant...

    Ar Stummoù

    N'eo ket fur an tric'horn
    Lakaet vo er c'horn

    N'eo ket fur ar c'harrez
    Lakaet vo er maez

    Met ar ront zo jentil tre
    chom a raio ganin-me




    Rond ar frouezh hag al legumaj

    Me a blij din
    karotez
    kokombrez
    piz bihan
    patatez
    hag ivez tomatez
    to ma tez

    Me a blij din
    Oranjez
    ha kerez
    avalou
    abrikez
    hag ivez bananez
    ba na nez




    Tri femoc'h bihan

    Tri femoc'h bihan laouen
    Tri femoc'h ebarzh o si maen (bis)

    Un daou tri
    Tri femoc'h bihan
    O tansal e kichen an tan (bis)


    Pelec’h eman an tad Nedeleg

     

     Pelec’h eman an tad Nedeleg (3 wech)

    Eman c’hoazh ‘kreiz ar stered

     

    Eman o kargan e stlejell

    vit don’t aman a-raok pell

     

    War an douar e tiskenno

    dre  seminal tremeno

     

    Profou a vo vit pep hini

    Ha plijadur leizh an ti



     

    Nedeleg

    Nedeleg’zo tont, Nedeleg’zo tont (2wech)

    Tal an tan chomomp, Tal an tan chomomp,

    Profou’vo vidomp, profou’vo vidomp

    Laouen-tre ‘vefomp, laouen-tre ‘vefomp

     

     

    Ar Viskoulenn

     

    Ur viskoulenn, war an hent

    He doa c’hoant mont da bourmen

    Sevel a ra mintin abred

    C’hoant ganti ober tro ar bed

     

    Tennan a ra he zavanjer

    vit mont de welet he mignoned

    Kemer a ra he disglavier

    C’hoant ganti ober tro ar bed

     

    Lakaat a ra he botou brav

    vit mont da welet he mignoned

    Gwiskan a ra he mantel c’hlav

    C’hoant ganti ober tro ar bed

     

    Livan a ra he muzellou

    vit mont da welet he mignoned

    Troc’han a ra he ivinou

    C’hoant ganti ober tro ar bed

    Ur viskoulenn, war an hent

    He doa c’hoant mont da bourmen

    Sevel a ra mintin abred

    C’hoant ganti ober tro ar bed